Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —

deuz ar pec’hejou dister a ra peb unan o vale er bed-man [1]. Ha c’houi ive a zo neat, mes n’oc’h ket holl. » Rag gouzout a rea piou a dlie he dreïssa. Setu perag e lavaras : n’oc’h ket holl neat.

Goude m’han doa goalc’het d’ezho ho zreid ha guisket he vantel, ez eas adarre ouz taol hag e lavaras d’ezho : « Compren a rit ar pez em eus great d’ehoc’h ? Henvel a rit ac’hanon Mestr hag Aotrou, hag e lavarit mad, rag beza oun. Neuze ta, m’am eus goalc’het d’eoc’h ho treid, me hoc’h Aotrou hag ho Mestr, c’houi a dle goalc’hi ho treid an eil d’egile, en em rei d’an oberiou a humilite hag a garantez. Rag ar scuer am eus roet d’ehoc’h, evit ma reot evel m’am eus great d’ehoc’h. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’eoc’h, ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr, nag an abostol brassoc’h eged an hini a gass anezhan. Ma comprenit an traou-ze, e viot eürus oc’h ober anezho.

» Ne lavaran ket an dra-man ac’hanoc’h holl ; me ’ anavez ar re am eus choazet ; mes red eo e teufe ar gomz-man deuz ar Scritur da veza guir : an hini a zreb bara ganen a zavo he droad em eneb. Me a lavar an dra-ze d’ehoc’h breman, araog ma tigouezo, evit m’ho pezo feiz ennon, pa vezo digouezet. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, an neb piou bennag a zigemer an hini am bezo casset, am digemer ; hag an neb piou bennag am digemer, a zigemer an hini hen deus va c’hasset. »

  1. Cf. S. Aug. ap. Fillion, in Jo. XIII, 10.