Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 279 —

O veza kemeret ar c’halir, e rentas grassou hag e lavaras : « Kemerit ha rannit etrezhoc’h. Me a lavar d’ehoc’h, ne efin mui deuz frouez ar vinien, beteg an deiz ma c’h-efin unan nevez ganehoc’h e rouantelez Doue, va Zad. »


2 — Jesus a voalc’h ho zreid d’he ziskiblien
(S. Iann, XIII, 2-20.)

Ar goan baskal great hervez lidou Moyses, ha goude m’han doa an diaoul lakeat e calon Judas, mab Simon Iscariot, guerza anezhan, Jesus, o c’houzout oa roet peb tra d’ezhan gant he Dad, oa deut euz Doue hag e tistroe da Zoue, a zavas dioc’h taol, a dennas he vantel, hag o veza kemeret eul lienen, a lakeas anezhi en dro d’ezhan. Goudeze e lakeas dour en eur plad doun hag ec’h en em lakeas da voalc’hi ho zreid d’he ziskiblien ha da zec’ha anezho gant al lienen a ioa en dro d’ezhan.

Dont a reas eta da gaout Simon-Per, ha Per a lavaras d’ezhan : « C’houi, Aotrou, goalc’hi d’in va zreid ! » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ne c’houezes ket breman petra ’ ran, mes divezatoc’h e c’houezi. » Per a lavaras d’ezhan : « Morse ne voalc’hot d’in va zreid. » — « Ma ne voalc’han ket ac’hanot, a lavaras Jesus, ne vezi ket ganen. » — « Aotrou, a respontas Simon-Per, n’e ket ebken va zreid, mes ive va daouarn ha va fenn. » Jesus a lavaras d’ezhan : « An hini a zo bet goalc’het a bez n’hen deus mui ezom nemet da voalc’hi he dreid : neat eo penn da benn. An hini a zo bet santelleat n’hen deus mui ezom da veza goalc’het nemet