Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
Jesus er Gambr-Lid (S. Vaze, XXVI, 20-30 ; S. Marc, XIV, 18-26 ; S. Lucas, XXII. 14-39 ; S. Iann, XIII, 2 — XIV.)
————
1 — Ar goan baskal
(S. Vaze, 20-29 ; S. Marc, 25 ; S. Lucas, 14-18.)
————


Pa deuas ar mare, Jesus a en em lakeas ouz taol gant an daouzeg abostol.

Hag e lavaras d’ezho : « C’hoanteat em eus deuz eur c’hoant bras dribi ar pask-man ganehoc’h, araog ma c’houzanvin. Rag me a lavar d’ehoc’h, hiviziken ne zrebin ket anezhan, beteg ma vezo great e rouantelez Doue. »