Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —

he glevet, hag e lavarjont rei d’ezhan tregont pez arc’hant, var dro cant lur. Hag e roas he c’her. Azaleg neuze e claske an tu d’he lakaat etre ho daouarn, eb gouzout d’ar bobl. Edo ar merc’her zantel.

Antronoz, e teuas deiz kenta ar bara eb goell hag en deiz-se oa red laza oan-ar-pask. Jesus a gassas Per ha Iann en eur lavaret : « It da bourchass d’eomp ar goan baskal. » An diskiblien a lavaras d’ezhan : « E peleac’h ho peus c’hoant e ve pourchasset d’ehoc’h ar goan baskal ? » — « It e kear, emezhan, ha kerkent ma viot eat ebarz, e cavot eun den o tougen eur podad dour. Heuillit-hen beteg an ti ma ’z ei ennhan ha lavarit da ozac’h an ti-ze : « Ar mestr a lavar d’id : va amzer a zo tost ; ar pask a ran en da di gant va diskiblien. E peleac’h ema ar zal evit dibri ar pask ? » Hag e tiscuezo d’ehoc’h eur zal vras ha kempen : grit eno ar pourchass. »

An diskiblien a reas evel m’oa bet gourc’hemennet d’ezho gant Jesus. Eat ac’hano e kear, e cavjont peb tra evel m’oa bet lavaret d’ezho, ha pourchass a rejont ar pask.

Dioc’h ar pardaez, derc’hent deiz gouel pask, (ar gouel a goumanse en abardaez-se da c’houde cuz-heol), Jesus a deuas gant an daouzeg, hag o c’houzout oa deut he heur evit tremen euz ar bed-man da gaout he Dad, egiz m’hen doa caret he re a ioa er bed, e caras anezho beteg ar fin.


————