Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 281 —


3 — An treitour a zo disculiet
(S. Iann, 21-22 ; S. Vaze, 21-25 ; S. Marc, 18-21.)

O veza lavaret an dra-ze, Jesus a oue trubuillet en he spered, a gomzas freas hag a lavaras d’an ebestel a ioa azezet ouz taol hag a zrebe : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, unan ac’hanoc’h, hag a zreb ganen, am zreïsso. » An diskiblien a zelle an eil ouz egile evit gouzout deuz piou e comze.

Carget a dristidigez, ec’h en em lakejont da c’houlen outhan, peb hini anezho : « Daoust ha me eo, Aotrou ? » Respont a reas d’ezho « Unan deuz an daouzeg, hag a lakaa he zorn ganen er plad, hennez am guerzo. Evit Mab an den, mont a ra evel m’eo scrivet divar he benn. Mes maleur d’an den-ze a dreïsso Mab an den ! Guelloc’h d’ezhan ne vije ket ganet. »

Judas, an hini he dreïssas, a lavaras ive « Daoust ha me eo, Mestr ? » — « Hel lavaret e peus, a respontas Jesus » An ebestel a ioa ker strafillet ma ne glevjont netra.


4 — Jesus a zao Sakramant an Aoter
(S. Vaze, 26-28 ; S. Marc, 22-24 ; S. Lucas, 19-20)

Hogen, epad ma trebent, Jesus a gemeras bara, her bennigas, he rannas hag he roas d’he ziskiblien en eur lavaret :

« Kemerit ha drebit : an dra-man eo va c’horf a zo roet evidhoc’h. Grit an dra-man evit delc’her sonj ac’hanon. »

En hevelep doare, o veza kemeret ar c’halir,