Gouel ar bara eb goell, hanvet Pask, a dostea.
P’han doa Jesus echuet an holl brezegennou-ze,
e lavaras d’he ziskiblien : « Gouzout
a rit ema ar Pask abenn daou zevez, ha Mab
an den a vezo guerzet evit beza staget ouz ar
groaz. »
Neuze prinsed ar veleien, an doctored ha pennou bras ar bobl a en em zestumas e sal ar beleg-bras, a ioa hanvet Caïphas, hag a glaskas er c’honseil penaoz kemeret Jesus dre ijin hag he lakaat d’ar maro. Hogen, douja ’ reant ar bobl hag e lavarent : « Ra ne vezo ket epad ar gouel, gant aon ne zavfe trouz etouez ar bobl. »
Satan a ieas en unan deuz an daouzeg, e Judas, lezhanvet Iscariot. Heman a ieas da gaout prinsed ar veleien ha pennou-kear hag a lavaras d’hezho : « Petra fell d’ehoc’h rei d’in, ha me ’ lakeio anezhan etre ho taouarn ? » Goudeze e comzas gantho divarbenn an doare d’he lakaat etre ho daouarn. Laouen oant ouz