Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 275 —

d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beb vech m’ho peus great an dra-ze d’ar bihanna deuz va breudeur, d’in va-unan ho peus great. »

Neuze e lavaro d’ar re a vezo en tu cleiz : « Kerzit diouzin, tud milliget, d’an tan a bado da viken hag a zo bet great evit an diaoul hag he elez. Rag naon am eus bet, ha n’ho peus ket roet d’in da zribi ; sec’hed an eus bet, ha n’ho peus ket roet d’in da efa ; divroad oan, ha n’ho peus ket va repuet ; noaz, ha n’ho peus ket va goloet ; clanv, hag er prison, ha n’ho peus ket va bizitet. » Neuze e savint ive ho mouez da lavaret : « Aotrou, peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h caout naon, sec’hed pe divroad, noaz, clanv, er prison, ha n’hon deus ket ho sicouret ? » Respont a rei d’ezho « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, beb vech n’ho peus ket great an dra-ze da unan deuz ar re vihan-ze, d’in va-unan n’ho peus ket great.

» Ar re-ze a ielo d’ar boan a bado da viken ; hag ar re just, d’ar vuez a bado da viken. »

Evelse, epad an deiz, Jesus a gelenne en templ ; dioc’h an noz ez ea kuit hag e chome var ar menez hanvet Olived. Hag ar bobl holl a deue mintin mad d’an templ evit he zilaou.


————