Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

tennet diganthan ar pez hen deus doare da gaout.

Evit ar servicher didalvez, stlapit anezhan e tenvalijen an dianveaz : eno e vezo lenv ha scrign dent. »


7 — Taolen ar varn ziveza

« Pa vezo deut Mab an den e creiz he c’hloar, hag an holl elez ganthan, ec’h azezo var gador he c’hloar. An holl boblou a vezo destumet dirazhan, hag e tispartio an eil dioc’h egile, evel ar pastor a zisparti an denved dioc’h ar bouc’hed. An denved a lakeio en tu deou d’ezhan, hag ar bouc’hed en tu cleiz.

Neuze ar roue a lavaro d’ar re a vezo en tu deou d’ezhan : « Deuit, tud benniget va Zad, kemerit perz er rouantelez a zo bet pourchasset evidhoc’h azaleg penn-kenta ar bed. Rag naon am eus bet, hag ho peus roet d’in da zribi ; sec’hed am eus bet, hag ho peus roet d’in da efa ; divroad oan, hag ho peus va repuet ; noaz, hag ho peus va goloet ; clanv, hag ho peus va bizitet ; er prison edon, hag oc’h deut d’am guelet. »

Neuze ar re just a responto d’ezhan : « Aotrou, peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h o caout naon, hag hon deus ho maget ; o caout sec’hed, hag hon deus roet d’ehoc’h da efa ? Peur hon deus-ni guelet ac’hanoc’h divroad, hag hon deus ho repuet ; noaz, hag hon deus ho coloet ? Peur c’hoaz hon deus-ni guelet ac’hanoc’h clanv, pe er prison, hag omp deut davedhoc’h ? » Neuze ar roue a lavaro