Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 273 —

An hini hen doa bet pemp talant a deuas hag a ginnigas pemp all en eur lavaret : « Aotrou, pemp talant ho poa fiziet ennon, setu pemp all am eus gounezet ouspenn. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ha feal : p’e guir out bet feal e neubeut a dra, me a lakei ac’hanot e penn calz traou : deus e joaüsted da vestr. » [1]

An hini hen doa bet daou dalant a deuas hag a lavaras : « Aotrou, daou dalant ho poa fiziet ennon, setu daou all am eus gounezet. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ha feal ; p’e guir out bet feal e neubeut a dra, me a lakei ac’hanot e penn calz traou : deus e joaüsted da vestr. »

An hini hen doa bet eun talant a dosteas ive hag a lavaras : « Aotrou, me a c’hoar ez oc’h eun den rust : eosti a rit el leac’h n’ho peus ket hadet, ha destum a rit el leac’h n’ho peus taolet netra. Croget aon ennon, ez oun eat da guzat ho talant en douar : delit, setu ar pez a zo d’ehoc’h. » He vestr a lavaras d’ezhan : « Servicher fall ha lezirec, gouzout a reas ec’h eostan el leac’h n’am eus ket hadet, hag e testuman el leac’h n’am eus taolet netra ; e tlies eta fiziout va arc’hant e tud ar bank, ha d’am distro, em bije cavet gant gounidegez ar pez a zo d’in. Setu perag, tennit he dalant diganthan ha roit anezhan d’an hini hen deus deg talant. Rag d’an hini hen deus e vezo roet, hag e founno ; mes an hini n’hen deus ket a vezo

  1. An den a reio implij vad euz donezonou Doue hen dezo perz en he eürusted.