Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —

gempennas ho lampou. Ar re foll a lavaras d’ar re fur : « Roit d’eomp deuz hoc’h eol, rag hol lampou a varv. » Ar re fur a respontas : « Gant aon ne ve ket avoalc’h evidomp hag evidhoc’h, it kentoc’h da brena el leac’h ma vez guerzet. » Epad ma ’z eant da brena, an den nevez a deuas, ar re a ioa prest a ieas ganthan e ti an eured hag an or a oue prennet.

» Eur pennad goude, ar guerc’hezed all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, aotrou, digorit d’eomp. » Mes hen a respontas : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’hoc’h anavezan ket. »

» Bezit eta var evez, p’e guir ne anavezit nag an deiz, nag an heur. »

Evit mont da vanked an envou, n’eo ket avoalc’h beza en Iliz : red eo, pa deuio Doue d’hor c’hlask, e ve hol lamp var elum, da lavaret eo, e ve bevet hon ene gant gras Jesus-Christ.


6 — Parabolen an talanchou

« Evelse, eun den a ieas da eur vro bell, a c’halvas he jervicherien hag a fizias ennho he vadou. Da unan e roas pemp talant ; da eun all, daou : da eun all, unan ; da bep hini hervez he c’halloudegez. Ractal ez eas kuit.

An hini hen doa bet pemp talant a ieas, ho lakeas da dalvezout hag a c’hounezas pemp all. En hevelep doare, an hini hen doa bet daou a c’hounezas daou all. Mes an hini hen doa bet unan a ieas da ober eun toull en douar hag a guzas arc’hant he vestr.

Goude pell amzer, mestr ar jervicherien-ze a deuas, hag a reas gantho he gounchou.