Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 271 —

han gant an taoliou, hag e stlapo anezhan e touez an hypocrited. Eno e vezo lenv ha scrign dent.

Deiz ar maro a zo evit peb unan ar pez ma’z eo fin ar bed evit an holl. Bezit eta var evez ha pedit e peb amzer, evit ma viot cavet e stad da ziouall oc’h kement a dle digouezout ha da vont dirag Mab an den. Ar pez a lavaran d’ehoc’h a lavaran d’an holl ; bezit var evez.


5 — Parabolen an deg guerc’hez

Jesus a zao diou barabolen evit lakaat he gentel dounoc’h e calon an dud. Ar genta a zo tennet euz ar giziou a heuillet er Judee evit an eureujou. Epad an noz e vezent great. Ar plac’h nevez a jome da c’hortoz he fried en he zi, he mignonezed en dro d’ezhi. Ar re-man a zouge lampou var elum. Pa deue an den nevez ez eant holl ganthan da di an eured, ouz sclerijen al lampou. Kerkent ma veze eat an diveza ebarz, an doriou a veze prennet ha ne vezent mui digoret.

« Rouantelez an env a vezo henvel neuze ouz deg guerc’hez a gemeras ho lampou hag a ieas da ziambroug an den nevez hag ar plac’h nevez. En ho zouez pemp a ioa foll ha pemp a ioa fur. Ar pemp foll a gemeras ho lampou, eb cass eol gantho ; mes ar re fur a gemeras podadou eol, ouspenn ho lampou. E giz ma talee an den nevez, an holl a voredas hag a gouskas.

» E creiz an noz eur iouaden a skiltras : « Setu an den nevez o tont, it d’hen diambroug. » Neuze an holl guerc’hezed-se a zavas hag a