Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —

se varnhoc’h en eun taol-berr. Evit guir, coueza ’ rei evel eur roued var gement hini a vev var c’horre an douar.

Evel e deveziou Noe, evelse e vezo donedigez Mab an den. En deveziou araog an dour-beuz e trebet, ec’h efet, e timezet hag ec’h en em roet e priedelez, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arc’h. Ne anavezjot netra beteg ma teuas an dour-beuz, hag e cassas an holl ganthan. Evelse e vezo donedigez Mab an den. Neuze daou a vezo er park : unan a vezo kemeret en env, hag eun all lezet er meaz ; diou vaouez a vezo o trei ar mean-milin : unan a vezo kemeret hag eun all lezet. Bezit var evez eta, abalamour ne c’houzoc’h ket pe vare e teuio hoc’h Aotrou.

Comprenit ouz an dra-man : ma c’houezfe an ozac’h peur e tle dont al laer, e chomfe dihun a dra zur ha ne lezfe ket toulla he di. Setu perag bezit ive prest, p’e guir ne c’houzoc’h ket peur e tle dont Mab an den.

Piou, a gav d’ehoc’h, eo ar servicher leal ha fur a zo bet lakeat gant ar mestr var he dud evit rei d’ezho bevans d’ar mare ? Eürus ar servicher-ze a vezo cavet gant he vestr, pa zistroio, var dro al labour-ze ! E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, lakaat a rei anezhan da c’houarn he holl vadou. Mes ma ’z eo fall ar servicher-ze ha ma lavar en he galon : « Va mestr a zale da zont, » ha ma c’h-en em daol da skei gant ar jervicherien all, da zribi ha da eva gant ar vezverien, mestr ar servicher-ze a deuio d’an deiz ne c’hortoz ket ha d’an heur ne c’hoar ket, hag e tispenno anez-