Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

Hag e lavaras dezho eur barabolen : « Kemerit kentel divar ar vezen fiez hag ar guez all. Pa ’z eo deut ho scourrou da veza tener, pa zao delliou ha frouez varnho, ec’h anavezit ez eo tost an hanv. Evelse, pa velot an holl draou-ze o tont, deskit ema rouantelez Doue en ho kichen hag e tal an or.

» E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ar ouenn dud-man, ar Jusevien, ne dremeno ket araog ma tigouezo an holl draou-ze. An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou ne dremenint ket. »


4 — Beza var evez

« Evit ar pez a zell ouz an deiz hag ouz an heur, den ebed ne c’hoar netra, nag elez an envou, nag ar Mab, evel den hag evit lavaret d’an dud [1]; mes an Tad ebken. Digorit ho taoulagad, bezit var evez ha pedit. Rag ne c’houzoc’h ket peur e teuio an amzer-ze. Evelse, pa lez eun den he di evit mont da eur vro bell, e ro galloud d’he jervicherien da ober peb hini he labour, hag urz d’ar porzier da veza var evez. Bezit eta var evez, p’e guir ne c’houzoc’h ket pe vare e teuio mestr an ti, dioc’h ar pardaez, e creiz an noz, da gan ar c’hillog pe dioc’h ar mintin, gant aon, pa zigouezo en eun taol, ne gavfe ac’hanoc’h cousket.

Diouallit, evit na vezo ket pounnereat ho calon gant ar c’hloutoni, ar vezventi ha prederiou ar vuez-man, hag evit ne gouezo ket an deiz-

  1. S. Aug, in psalm. XXXVI.