Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

ket. Rag evel eul luc’heden a darz ar zao-heol hag a en em ziscuez er c’huz-eol, evelse e vezo donedigez Mab an den. E peb leac’h ma vezo ar c’horf maro, evel m’or boazet da lavaret, eno an ered a en em zestumo. Evel an ered a zired a denn-askel varzu ar c’horf maro, bleniet gant ar c’houez a zao diouthan, evelse an dud a ziredo varzu ar C’hrist, bleniet gant ar sked a lugerno en dro d’ezhan. Ne vezo ket red mont d’he glask. [1]

» En deveziou-ze, varlerc’h an drubuill-ze, digasset er bed gant ar fals christou, e vezo traou souezus en heol, el loar hag er stered. An heol a deuio tenval ; al loar ne roio ket he sclerijen ; ar stered a gouezo euz an env, rag galloudegeziou an env a orjello.

» Var an douar ar boblou a vezo goasket gant an anken, abalamour d’an trouz direiz a reio ar mor hag an tarziou, hag an dud a zizec’ho gant ar spont o c’hortoz ar pez a dle c’hoarvezout gant ar bed.

» Neuze arouez Mab an den, ar groaz, a en em ziscuezo en env ; neuze holl boblou an douar a hirvoudo ; hag e velint Mab an den o tont var goabrennou an env gant eur c’halloud vras hag eur sked eb he bar. Cass a rei he elez gant eun drompill ha gant eur vouez skiltr, hag e testumo an dud dibabet evit an env euz ar pevar avel hag euz bar an envou beteg pennou diveza an douar.

» Pa goumanso an traou-ze beza, sellit ha savit ho penn, rag ho tilivrans a zo tost. »

  1. S. Chrys. ha S. Jer., ap. Fillion, in Mat. XXIV, 28.