Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 261 —

hag an neb a dou dre an templ a dou dreizhan ha dre an hini a jom ennhan ; hag an neb a dou dre an env a dou dre gador Doue ha dre an Hini a zo azezet varnhi.

» Maleur d’ehoc’h c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, a bae deog ar ment, hag al louzeier all a c’houez-vad hanvet anis ha cumin, hag a lez a gostez ar pez a zo a vrassa el lezen, ar justis, an drugarez hag al lealded. Red oa ober an traou-ze, eb mankout d’ar re all. Blenerien dall ! a zil eur c’huibuen hag a lonk eur c’hanval !

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma purit dianveaz an hanav hag ar plad, ha ma ’z oc’h en diabarz leun a laeronsi hag a hudurnez. Pharisian dall ! pur da genta diabarz an hanav hag ar plad, da lavaret eo, da galon, evit ma vezo pur an dianveaz, da lavaret eo, da oberou.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma ’z oc’h henvel ouz beziou livet e guenn, caër en dianveaz evit daoulagad an dud, leun en diabarz a eskern tud varo hag a beb lousdoni. C’houi ive en dianveaz ho peus doare da veza just dirag an dud, mes en diabarz oc’h leun a hypocrisi hag a fallagriez.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, a zao bolziou-canv ar bropheted hag a gempen beziou an dud just en eur lavaret : « Ma vijemp bet e amzer hon tadou, na vijemp ket bet gantho evit scuill goad ar bropheted. » Dre eno e roit testeni hoc’h-unan ez oc’h bugale an dud ho deus lazet ar bropheted.