Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

» D’ho tro, cargit muzul ho tadou. Serpanted, gouenn aëred-viber ! Penaoz e tec’hot-hu dioc’h barnedigez an ifern ? Setu e cassan davedhoc’h propheted, tud fur ha doctored, hag e lazot, hag e stagot ouz ar groaz lod anezho ; ha lod all a scourjezot en ho synagogou hag a voall gassot euz a gear da gear, en hevelep doare ma couezo varnhoc’h holl goad an dud just a zo bet scuillet var an douar, azaleg goad Abel an den just beteg goad Zacharias, mab Barachias, ho peus lazet etre an templ hag an aoter. Me a lavar d’ehoc’h e guirionez, an holl draou-ze a gouezo var ar rumm dud-man.

» Jerusalem, Jerusalem, a laz ar bropheted hag a labez ar re a zo casset d’id, ped guech em eus c’hoanteat destum da vugale, evel ar yar a zestum he laboussed dindan he diouaskel, ha n’eo ket falvezet ganez ! Setu ho ti a vezo lezet goullou ganehoc’h, rag me a lavar d’ehoc’h e guirionez, n’am guelot mui beteg ma lavarot : benniget an hini a deu en hano an Aotrou ! » [1]

Neuze Jesus a azezas dirag kef ar profou hag e selle penaoz ar bobl a daole arc’hant ebarz, ha kalz tud pinvidig a daole calz. Dont a reas eun intanvez paour a lakeas ennhan daou bezig bihan a dalie eul liard. Jesus a c’halvas he ziskiblien hag a lavaras d’ezho : « E guirionez me a lavar d’ehoc’h, an intanvez paour-ze he deus roet muioc’h eged ar re holl ho deus lakeat er c’hef. An holl ho deus roet e prof da Zoue deuz

  1. Ar Jusevien a gredo e Jesus-Christ da fin ar bed (S. Paul, Rom. XI, 25). Pa deuio da ober ar varn ziveza, e tigemerint anezhan gant bennoziou.