Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —

n’ho peus nemet eun doctor, ar C’hrist. Dirazon n’och na mistri, na tadou, na doctored, n’oc’h nemet diskiblien. Ma vez roet d’ehoc’h an hanoiou-ze abalamour ma talc’hit va flas e kichen ho preudeur, na gemerit ket ourgouill. An hini a zo ar brassa en ho touez a vezo ho servicher ; mes an hini a en em huelaio a vezo izeleat, hag an hini a-en em izelaio a vezo hueleat.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma clozit rouantelez an env dirag an dud : ne d-id ket ebarz ha ne lezit ket da vont ebarz ar re ho deus c’hoant.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma trebit tiegeziou an intanvezed, var digarez pedennou hir ; evel-se e lakit anezho da rei d’ehoc’h profou bras ; setu ho parnedigez a vezo rustoc’h ha brasoc’h.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, doctored ha Pharisianed hypocrit, abalamour ma rit tro ar mor hag an douar evit ober eun diskibl ebken, ha pa ’z eo deuet da veza ho tiskibl, e rit anezhan eur mab d’an ifern, diou vech muioc’h egedhoc’h.

» Maleur d’ehoc’h-c’houi, blenerien dall, a lavar : toui dre an templ n’eo netra ; mes, pa douer dre aour an templ, ez or liammet. Tud diskiant ha dall ! Petra eo ar brassa, an aour, pe an templ a zantellaa an aour ? Toui dre an aoter, a lavarit ive, n’eo netra ; mes, pa douer dre ar prof a zo lakeat varnhi, ez or liammet. Tud dall ! Petra eo ar brassa, ar prof, pe an aoter a zantellaa ar prof ? An neb a dou dre an aoter a dou dreizhi ha dre gement a zo varnhi ;