(S. Vaze, XXIII, 1-39 ; S. Marc, XII, 38-44 ; S. Lucas, XX, 45-47 ; XXI, l-4.)
Neuze Jesus a gomzas d’ar foul ha d’he ziskiblien :
« An doctored hag ar Pharisianed,
emezhan, a zo azezet var gador Moyses : mirit
ha grit kement a lavarint d’ehoc’h hervez Moyses ;
mes ne gemerit ket scuer divar ho oberou,
rag ne reont ket ar pez a lavaront. Liamma ’
reont sammou pounner ne c’heller ket da zougen
hag e lakeont anezho var diouscoaz an dud ;
mes hi ne fell ket d’ezho rei eun taol biz evit
ho finval. Diouallit ouz an doctored, rag ober
a reont kement a reont evit beza guelet gant
an dud. Plijout a ra d’ezho bale gant saeou
hir ; ledanaat a reont al lietennou a zo scrivet
varnho gourc’hemennou Doue hag a stagont
var ho zal ha var ho divrec’h ; creski a reont
ar frezillonou glas a stagont ouz kerniel ho
mantel evit delc’her sonj deuz lezen Doue ;
caret a reont ar plassou kenta el leinou, ar
c’hadoriou kenta er zynagogou, ar saludou
var al leur-gear, an hano a vestr roet d’ezho
gant an dud.
» C’houi, ne lezit ket oc’h henvel mistri, rag n’ho peus nemet eur mestr hag ez oc’h holl breudeur. Na roit da zen ebed an hano a dad an douar : n’ho peus nemet eun Tad a zo en envou. Na vezit ket hanvet doctored, rag