« Petra ’ gav d’ehoc’h ? Eun den hen doa daou vab, hag o tostaat ouz ar c’henta, e lavaras : « Va mab, kea hirio da labourat em guiniec. » — « Ne fell ket d’in, emezhan. » Mes goudeze, savet keuz ganthan, ez eas. O veza eat da gaout egile, e lavaras d’ezhan ar memez tra. — « Mont a ran, aotrou, » a respontas hen, ha ne d-eas ket.
« Piou deuz an daou-ze a reas ioul he dad ? » — « Ar c’henta, emezho. » Jesus a lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h ar Publicaned hag ar merc’hed fall a vezo en ho raog e rouantelez Doue. Rag Iann a zo deut d’ho caout dre hent ar justis, ha n’ho peus ket credet ennhan ; ar Publicaned avad hag ar merc’hed fall ho deus credet ennhan. Testou oc’h bet, ha goudeze n’ho peus ket bet a geuz evit credi ennhan. »
Hag ec’h en em lakeas da brezeg e parabolennou. « Silaouit eur barabolen all : eur penn-tiegez a blantas eur viniec, a gaeas tro var dro d’ezhi, a gleuzas ennhi eur voaskel, a zavas eun tour, a fermas anezhi da vinierien