Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

a ieas da eur vro bell evit calz amzer. Pa dosteas mare ar frouez e cassas unan deuz he vevellou daved ar vinierien evit caout digantho frouez ar viniec. Mes ar re-man a grogas ennhan, a scoas ganthan hag her c’hassas kuit, he zaouarn goullou. Cass a reas davedho eur mevel all, mes hi her gloazas en he benn, her goloas a zismegans hag her c’hassas kuit, he zaouarn goullou. Cass a reas eun trede mevel, hag e oue lazet gantho ; ha calz re all c’hoaz, hag e ouent skoet gantho, ha labezet, ha lakeat d’ar maro.

Mestr ar viniec a lavaras : « Petra ’ rin ? Me a gasso va mab unic ha muia caret. » Cass a reas anezhan da ziveza en eur lavaret « Martreze e toujint ouz he velet. »

O velet ar mab, ar verourien a lavaras ennho ho-unan : « An heritour eo, deuit, lazomp anezhan, hag an heritach a vezo d’eomp. » Hag o veza croget ennhan, hen taoljont er meaz euz ar viniec hag hel lakejont d’ar maro.

Pa deuio mestr ar viniec, petra ’ reio d’ar vinierien-ze ? » Ar Jusevien a lavaras : « Eur maro fall a roio d’an dud fall-se ; he viniec a fermo da labourerien all hag a roio d’ezhan frouez d’ar mare. »

Ia, eme Jesus, dont a rei ar mestr, hag e lakei ar verourien d’ar maro, hag e roio ar viniec da re all. » O clevet an dra-ze, lod a lavaras : « Doue ra viro ! » Comprenet ho doa ar barabolen : perc’hen ar viniec eo Doue ; ar viniec eo pobl Israel ; ar jervicherien a gassas davedhan eo ar bropheted ; lazet int bet, evel Iann Vadezour en amzeriou diveza ; Doue a