Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —

nou bras ar bobl a en em zestumas hag a deuas d’he gaout en eur lavaret d’ezhan : « Gant pe seurt galloud e rit-hu an traou-ze, ha piou hen deus roet anezhi d’ehoc’h ? »

Jesus a zavas he vouez da lavaret d’ezho : « Me a c’houlenno eur ger diganehoc’h : respontit d’in, ha me ’ lavaro d’ehoc’h gant pe seurt galloud e ran an traou-ze. Badiziant Iann euz a beleac’h oa, euz an env pe euz an dud ? Respontit d’in. »

Mes hi a zonje ennho ho-unan en eur lavaret : « Ma respontomp : « Euz an env », e lavaro d’eomp : « Perag ta neuze n’ho peus ket credet ennhan ? » Ha ma respontomp : « Euz an dud », hon deus ar bobl da zouja, rag an holl a labezo ac’hanomp, sur evel ma ’z int ez oa Iann eur prophet. » Respont a rejont eta da Jesus : « Ne c’houzomp ket. »

Jesus a lavaras d’ezho : « Na me, ne lavarin ket d’ehoc’h gant pe seurt galloud e ran an traou-ze. »


————