Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 246 —

evit na viot ket kemeret gant an denvalijen : an hini a gerz en denvalijen ne c’hoar ket da beleac’h ez a. Epad m’ho peus ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. »

Goude beza lavaret an traou-ze, Jesus a ieas kuit hag a en em dennas dioutho. Evel m’oa deut ar pardaez, e scoas etrezeg Bethanii hag e chomas eno.

Antronoz vintin, d’ar meurz santel, an diskiblien, pa dremenent, a velas gant estlamm ar vezen fiez dizec’het azaleg he griziou. Per, deut sonj d’ezhan, a lavaras : « Mestr, setu eo dizec’het ar vezen ho peus milliget. » « Penaoz-ta, eme an diskiblien, eo dizec’het dioc’htu ? »

Jesus a lavaras d’ezho : « Bezit feiz e Doue. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ho pije feiz, eb discredi en ho calon, e rafec’h kement all da eur vezen fiez, ha memez an hini a lavarfe d’ar menez-man : « Tec’h hag en em strink er mor, » gant fizians e tigouezo kement hen dezo lavaret, he lavar a vezo great. Setu perag e lavaran d’ehoc’h : kement tra a c’houlennit en ho pedennou, credit e recevot, hag e tigouezo ganehoc’h. Ha pa viot en ho sa evit pedi, ma ho peuz eun dra bennag a eneb eun den, pardonit, evit ma teuio ho Tad pehini ’ zo en env da bardoni d’ehoc’h ho pec’hejou. Ma ne bardonit ket, nag ho Tad pehini ’ zo en env ne bardono d’eoc’h ho pec’hejou. »

Hag e teujont adarre da Jerusalem. Epad ma valee en templ en eur gelen ar bobl var an aviel, prinsed ar veleien, an doctored ha pen-