Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

varv e ro calz frouez. An hini a gar he vuez he c’hollo ; hag an hini a gassaa he vuez er bed-man a vir anezhi evit ar vuez peurbadus. Ra deuio var va lerc’h an hini a zo va jervicher, hag el leac’h m’emaon va jervicher a vezo ive. An neb a vezo bet va jervicher a vezo enoret gant va Zad.

» Breman va ene a zo trubuillet. Ha petra ’ lavarin ? Tad saveteit ac’hanon euz an heur-ze. (Heur ar bassion a zo spontus evit an natur den hen deus kemeret Mab Doue. Evelato, plega ’ra, ha Jesus a lavar dioc’htu) : mes evit an heur-ze ez oun deut. Tad, roit gloar d’hoc’h hano. »

Eur vouez a deuas neuze euz an env : « Roet em eus gloar, hag adarre e roin, emezhi. » Ar bobl, en he za o silaou, a lavare : « Eun tarz curun eo. » Lod all a lavare : « Eun eal hen deus comzet outhan. » Jesus a respontas : « N’eo ket abalamour d’in-me ez eo deut ar vouez-se, mes abalamour d’ehoc’h-c’houi. Breman ema barnedigez ar bed ; breman prins ar bed a vezo taolet er meaz. Ha me, pa vezin savet dioc’h an douar, a denno peb tra davedon. »

Lavaret a rea an dra-ze evit merka dre be varo e tlie mervel.

Ar bobl a respontas d’ezhan : « Ni hon deus clevet gant al lezen e chom ar C’hrist bepred : penaoz ta e lavarit : « Red eo e ve savet Mab an den ouz ar groaz ? Piou hennez, Mab an den ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Ar sclerijen a zo c’hoaz en ho touez evit eun neubeut amzer. Kerzit eta epad m’ho peus ar sclerijen