Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —

d’ezho : « Ha n’eo ket scrivet : « Va zi a zo eun ti a beden hag e vezo hanvet evelse gant an holl boblou, » ha c’houi ho peus great anezhan eun toull laëron ! »

Neuze tud dall ha tud camm a dosteas outhan en templ, hag e pareas anezho. Bemdez e kelenne en templ.

Prinsed ar veleien hag an doctored, o velet ar burzudou a reas hag ar vugale a grie en templ : « Hosanna da vab David ! » a ieas droug ennho hag a lavaras d’ezhan : « Clevet a rit ar pez a lavaront ? » — « A dra zur, a lavaras Jesus d’ezho. N’ho peus ket lennet : « Euz ginou ar vugale hag ar re a zo ouz bronn ho mamm ho peus bet, o Doue, ar guella meuleudi. »

Ouz he glevet, prinsed ar veleien, an doctored ha pennou bras ar bobl a glaske penaoz he goll ha ne gavent ket petra da ober d’ezhan : aon ho doa razhan, abalamour ar bobl holl a ioa a zispill evit he zilaou hag a estlamme var he gelennadurez.

Bez’ ez oa divroidi etouez ar re a ioa pignet evit adori da zeiz ar gouel. Ar re-ze a ieas eta da gaout Philipp, a ioa deuz Bethsaïda er Galilee, hag a bede anezhan en eur lavaret : « Aotrou, ni a c’hoanta guelet Jesus. » Philipp a deuas hag a lavaras da Andre ; Andre, d’he dro, ha Philipp a lavaras da Jesus.

Jesus eta a respontas hag a lavaras d’ezho : « Setu deut an heur ma tle Mab an den beza glorifiet. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunen viniz a gouez var an douar, e chom he-unan ; mes ma