(S. Vaze, XXI, 12-27 ; S. Marc, XI, 12-33 ; S. Lucas, XIX, 45-48 ; XX, 1-8 ; S. Iann, XII, 20-36).
Antronoz vintin, d’al lun zantel, pa zistroe
e kear deuz Bethanii, hen devoa naon. O veza
guelet a ziabell, var lez an hent, eur vezen fiez
a zouge delliou, e tosteas outhi en esper
caout ennhi eun dra bennag. Ar fiez a zareve
er goanv a jome er guez beteg an nevez
amzer. Pa erruas beteg ennhi, ne gavas netra
nemet delliou ebken, rag n’edo ket mare
ar fiez. Jesus a zavas he vouez da lavaret
d’ezhi : « Ra ne zavo biken mui frouezen ebed
varnot ; ra ne zrebo den ebed morse deuz da
frouez ! » He ziskiblien her silaoue. Kerkent ar
vezen fiez a zizec’has. Ar vezen-ze a ioa eur
skeud deuz ar bobl Juseo ne zouge ket frouez
a zilvidigez : Doue a skoio anezhan. [1]
Digouezout a rejont e Jerusalem. Jesus a ieas en templ hag a en em lakeas da daoler er meaz an dud a verze hag a brene en templ. Discar a reas taoliou an drokerien mouniz ha cadoriou ar guerzerien coulmed, ha ne c’houzanve ket e vije douget eur benveg bennag a dreuz an templ. Kelen a rea en eur lavaret
- ↑ Cf. S. Jerom, ap. Fillion. in Mat. XXI, 19.