Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —

er strafill [1]. Goulen a reat : « Piou hennez ? » Hag ar bobl a lavare : « Hennez eo Jesus, prophet Nazareth er Galilee. »

Jesus a ieas en templ, ha goude beza taolet evez var beb tra, evel ma coueze ar pardaez, ez eas da Vethanii gant an daouzeg.

Ar Pharisianed a lavaras an eil d’egile : « Guelet a rit ? Ne c’hounezomp netra : setu ar bed holl a ia var he lerc’h. »


————
  1. Var dro daou villion a dud a deue euz peb bro da Jerusalem evit goueliou Pask. Ollivier, Passion, I. 1. C. 1.