Egiz ma tostea ouz Jericho, unan dall a ioa
azezet hed an hent o clask an aluzen. Pa glevas
ar foul o tremen, e c’houlennas petra ioa.
Lavaret e oue d’ezhan e tremene Jesus a
Nazareth. Neuze e lavaras gant eur vouez
crenv : « Jesus, mab David, bezit truez ouzin ! »
An dud a valee er penn-araog her scandale
evit ma roje peoc’h. Mes hen a grie muioc’h-mui :
« Mab David, bezit truez ouzin ! » Jesus
a jomas en he za hag a roas urz d’he zigass
dirazhan. Ha pa deuas e c’houlennas outhan :
« Petra ’ fell d’id a rafen evidot ? » — « Aotrou,
emezhan, ma velin ! » Jesus a lavaras d’ezhan :
« Guel ; da feiz hen deus saveteet ac’hanot. »
Kerkent e velas hag ec’h heulie anezhan en eur
veuli Doue. O velet an dra-ze ar bobl holl a
roas gloar da Zoue.
Mont a reas goude e Jericho hag e treuze kear. Ha setu eun den, hanvet Zachee, penn ar Publicaned, hag hen pinvidig, a glaske guelet Jesus evit he anaout, ha ne c’helle ket abalamour d’ar bobl, rag bez’ oa bihan a vent. Redet a reas araog hag e pignas en eur vezen scao-grac’h evit he velet, rag dre eno e tlie tremen.