Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

Pa en em gavas el leac’h-se, Jesus, o veza savet he zaoulagad, her guelas hag a lavaras d’ezhan : « Zachee, disken afo, rag hirio e rankan chom en da di. » Zachee a ziskennas buhan hag a zigemeras anezhan gant laouenedigez.

O velet an dra-ze, an holl a c’hrosmole en eur lavaret e tiskenne e ti eur pec’her. Mes Zachee, en he za dirag an Aotrou, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, setu e roan an anter deuz va madou d’ar beorien, ha m’am eus great gaou ouz unan bennag, me a ro d’ezhan pevar-c’hement all. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Hirio ar zilvidigez a zo deut en ti-man, abalamour heman a zo ive Mab Abraham. Rag Mab an den a zo deut da glask ha da zavetei ar pez a ioa collet. »

Silaou a reant c’hoaz an dra-ze, pa lavaras ouspenn eur barabolen, abalamour ma edo tost da Jerusalem ha ma credent edo rouantelez Doue o vont da en em ziscuez dioc’htu, edo Jesus o vont da zevel eur rouantelez etouez ar Jusevien goude beza trec’het ar Romened.

Lavaret a reas eta : « Eun den a renk huel a ieas en eur vro bell evit caout eur rouantelez ha distrei goudeze, evel ma ’z eas Arc’helaüs, mab Herodes, da Rom evit goulen ar gurunen digant an impalaer August. O veza galvet he zeg servicher e roas d’ezho deg min (eur min a ioa eur pez a zeiteg lur ha pevar ugent) hag e lavaras d’ezho : « Lakit anezho da dalvout, ken na zistroïn. »

» Hogen, he genvroiz a gassae anezhan. Cass a rejont cannaded var he lerc’h evit lava-