Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —

rafec’h d’eomp kement a c’houlennimp. » — « Petra c’hoantees a rafen, eme Jesus d’ar vamm ? » — « Lavarit, emezhi, ma c’h-azezo va daou vab a zo aman, unan en tu deou d’ehoc’h, hag eun all en tu cleis, en ho rouantelez. »

Jesus a respontas d’ezho : « Ne c’houezit ket petra ’c’houlennit. Gellout a rit-hu efa ar c’halir am eus da efa, pe beza badezet gant ar vadiziant am eus da gaout ? » — « Gellout a reomp, emezho. » Jesus a lavaras : « E guirionez, efa ’ reot ar memes calir ganen ha badezet e viot gant ar memes badiziant ganen : (ho daou ho dezo calz da c’houzanv) ; mes beza azezet en tu deou d’in pe en tu cleis, n’eo ket d’in-me rei d’ehoc’h : an dra-ze a vo d’ar re m’eo bet miret d’ezho gant va Zad. » [1]

O clevet an daou vreur Jakes ha Iann, an deg all a gemeras droug outho. Mes Jesus ho galvas d’he gaout hag a lavaras d’ezho : « Gouzout a rit, prinsed ar boblou a ra ho mistri varnho, hag ar re vras a lak’ anezho dindan ho galloud. Ne vezo ket evelse en ho touez. Mes an hini a c’hoanteo beza ar brassa en ho touez a vezo ho servicher, hag an hini a c’hoanteo beza ar c’henta en ho touez a vezo sclavour an holl. Rag Mab an den n’eo ket deut evit beza servichet, mes evit servicha ha rei he vuez abalamour da zasprena eleiz a dud. »


————
  1. Jesus, eme S. Augustin, a gomz aman hervez he natur den.