Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —

evit en em bura deuz peb hudurnez merket e lezen Moyses. Clask a reant eta Jesus, hag epad ma vezent en templ, e lavarent an eil d’egile : « Petra ’ zonjit divarbenn ne deu ket d’ar gouel ? » Hogen, ar veleien vras hag ar Pharisianed ho doa roet urz d’an neb a c’helle gouzout e peleac’h edo d’hen discuill, evit ma kemerjent anezhan.

Hogen, diskiblien Jesus a ioa en hent evit pignat da Jerusalem. Jesus a gerze en ho raog, hag hi, sebezet, a heulie gant spont. Jesus a gemeras an daouzeg a gostez hag a lavaras dezho ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan : « Setu, emezhan, e pignomp da Jerusalem, ha kement ho deus scrivet ar bropheted divarbenn Mab an den a vezo peur-c’hreat. Lakeat e vezo etre daouarn prinsed ar veleien, an doctored hag ar pennou-bras, hag e condaonint anezhan d’ar maro. Goudeze e vezo lakeat etre daouarn ar baianed, hag e c’hoapaïnt anezhan, e tufint outhan, e scourjezint anezhan hag hel lakeint d’ar maro var ar groaz. D’an trede deiz e tistroio e buez. »

Mes hi ne gomprenjont netra e kement-se ; ar c’homzou-ze a ioa cuzet evitho ha ne c’houient ket petra zinifient.

Goulzgoude e c’houient ez oa eun dra bennag a nevez o vont da zigouezout. [1] Neuze Salome, mamm bugale Zebedee, a dosteas outhan gant he bugale, Jakes ha Iann, hag o veza stouet, e rea d’ezhan eur goulen. Ar vugale a lavaras : « Mestr, c’hoant hon deus e

  1. Cf. Maldonat, in Mat. XX, 20.