Jesus a lavaras d’he ziskiblien : « Ne c’hell ket beza ne deufe ket a voall-scueriou ; mes maleur d’an hini ma teuont dreizhan ! Guelloc’h d’ezhan e ve lakeat eur mean milin ouz he c’houzoug hag e ve taolet er mor eged na rofe goall-scuer da unan deuz ar re vihan-ze. »
« Taolit evez varnhoc’h. M’han deus da vreur pec’het en da eneb, difazi anezhan, ha ma ra pinijen, pardon d’ezhan. M’han deus pec’het seiz guech bemdez en da eneb ha ma c’h-en em dro ouzid seiz guech bemdez en eur lavaret : « Keuz am eus, » pardon d’ezhan. »
An ebestel a lavaras d’an Aotrou : « Creskit ennomp ar feiz. » An Aotrou a lavaras : « M’ho pije feiz evel eur c’hreunen zezo, e lavarfec’h d’ar vezen vouar-man : « En em zic’hrisien hag en em dreuzplant er mor, » hag e sentfe ouzhoc’h. »