Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —

Moyses hag ar Bropheted ; ra zilaouint anezho. » Ar pinvidig a respontas : « Nann, tad Abraham ; mes ma ’z a unan bennag deuz ar re varo d’ho c’haout, e reint pinijen. » Abraham a lavaras neuze : « Ma ne zilaouont ket Moyses hag ar Bropheted, ha pa zavfe unan bennag a douez ar re varo, ne gredfent ket. »


————