Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —


4 — Divarbenn an humilite

Piou ac’hanoc’h, m’han deus eur servicher oc’h arat pe o tiouall al loened, a lavaro d’ezhan, pa zistroio euz ar park : « Kea dioc’htu hag en em laka ouz taol ? » Ha ne lavaro ket dezhan : « Pourchass d’in va c’hoan ; laka da c’houriz ha servich ac’hanon beteg m’am bezo drebet hag efet, ha goudeze e trebi hag ec’h efi ? » Daoust hag ez eo anaoudeg d’he jervicher, abalamour m’han deus great ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan ? Ne gredan ket. En hevelep doare, pa ho pezo great kement hag a zo gourc’hemennet d’ehoc’h, lavarit : « Ni a zo servicherien didalvez : n’hon deus greet nemet ar pez a dliemp ober. »


5 — Pare deg den lor

En eur vont da Jerusalem, Jesus a dremene etre ar Samarii hag ar Galilee. E giz ma ’z ea en eur geriaden, deg den lor a deuas dirazhan, hag oc’h en em zelc’her a ziabell, e savjont ho mouez da lavaret : « Jesus, o mestr, bezit truez ouzomp. » Kerkent m’ho guelas, e lavaras : « It, en em ziscuezit d’ar veleien, evit beza discleriet pur gantho hervez lezen Moyses. » Epad ma ’z eant, e ouent puret. Unan anezho, pa velas oa puret, a zistroas dioc’htu en eur veuli Doue a vouez huel hag e couezas var he fas dirag he dreid en eur drugarekaat. Eur Samaritan oa. Jesus a zavas he vouez hag a lavaras : « Ha n’int ket deg, ar re a zo puret ? Hag an nao all, e peleac’h emaint ? N’eus en em gavet