Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

grial : « Tad Abraham, bezit truez ouzin ha digassit Lazar da zouba penn he viz en dour evit distana va zeod, rag bourrevet oun er flamm-ma. » Hag Abraham a lavaras d’ezhan : « Va mab, bez sonj oa mad da zoare epad da vuez, evel Lazar a ioa fall he hini ; mes breman ez eo frealzet ha te a zo poaniet. Mes dreist-holl, etre c’hui ha ni eun islounk bras a zo lakeat, en hevelep doare ma ne c’heller ket, ha pa ve c’hoant, tremen ac’han d’ho caout, na treuzi ac’hales-se du-man. »

Ar pinvidig a lavaras : « Me ho ped, tad, cassit anezhan e ti va zad. Pemp breur am eus ; ra vezo eun test evitho, evit ne deuint ket ho-unan el leac’h-man a boaniou. » Mes Abraham a lavaras d’ezhan : « Bez’ ho deus