Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

Moyses a zo dibarfet. Al lezen hag ar bropheted a zo padet beteg Iann Vadezour ; a c’houdevez, lezen barfed an Aviel, rouantelez Doue a zo embannet evel eur c’helou mad, hag evit mont ebarz, an holl a gemer poan. Hogen, essoc’h eo d’an env ha d’an douar tremen eged d’an disterra lizeren deuz al lezen coueza. Va c’helennadurez divarbenn ar vriedelez ne blij ket d’ehoc’h muioc’h eged va c’helennadurez divar benn an danvez. Me a lavar adarre : an neb a zilez he bried hag a gemer eun all, a zo eun avoultrer, hag an neb a gemer ar vaouez a zo bet dilezet gant he goaz a zo ive eun avoultrer. »


2 — Parabolen ar pinvidig fall hag ar paour-keaz Lazar

« Bez’ ez oa eun den pinvidig a veze guisket gant mezer moug ha gant lien flour hag a rea bemdez leinou caër meurbed. Bez’ ez oa ive eur paour-keaz, hanvet Lazar, a veze astennet dirag dor ar pinvidig, goloet a c’houliou, hag a c’hoantea terri he naon gant ar bruzun a goueze deuz he daol, ha nicun ne roe d’ezhan ; mes ar chas a deue hag a lipe he c’houliou.

» Hogen, c’hoarvezout a reas ma varvas ar paour-ze, hag e oue douget gant an elez e kerc’hen Abraham. Ar pinvidig a varvas ive hag a oue sebeliet en ifern, abalamour d’an implij fall hen doa great deuz he zanvez.

» Epad m’edo er poaniou, o veza savet he zaoulagad, e velas Abraham a ziabell ha Lazar en he gerc’hen, hag e lavaras en eur