Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

traou a zell outho, muioc’h a furnez eged bugale ar sclerijen.

» Ha me a lavar d’ehoc’h, gant an arc’hant fallagr, hanvet evelse abalamour ma toug d’ar fallagriez [1], grit m’ho pezo mignoned, evit ma tigemerint ac’hanoc’h en tabernaclou peurbadus, pa deuot da vankout. Roit d’ar paour eul loden deuz an danvez a zo fiziet ennhoc’h gant Doue, ha peden ar paour a zigoro d’ehoc’h an env.

» An hini a zo feal en traou dister a zo feal en traou brassoc’h, hag an hini a zo disleal en traou dister a zo disleal en traou brassoc’h, e giz ma c’hoarvez peurliessa. Neuze ta, ma n’oc’h ket feal en arc’hant fallagr a zo eun dra zister e kenver madou an env, piou a fizio ennhoc’h ar guir binvidigez ? Ha ma n’oc’h ket feal er madou n’int ket d’ehoc’h, a zo roet ebken d’ehoc’h da c’houarn er bed-man, piou a roio d’ehoc’h ar pez a zo ho tra, madou ar bed all ?

» Servicher ebed ne c’hell servicha daou vestr : pe e cassaio unan hag e caro egile, pe ec’h en em stago ouz unan hag e tisprijo egile. Ne c’hellit ket servicha Doue hag an arc’hant. »

Ar Pharisianed, tud avarisius, a gleve an holl draou-ze hag a rea goap anezhan. Jesus a lavaras d’ezho : « C’houi a en em c’hra santel dirag an dud ; mes Doue a anavez ho calon : ar pez a zo bras evit an dud a zo eun dra euzus evit Doue.

» C’houi a gred e viot salvet oc’h heul lezen

  1. Cajetan, ap. Fillion, in Luc XVI, 9.