aon, Mari, rag cavet ho peus gras dirag Doue. Setu e concevot en ho creiz, e c’hanot eur mab hag e c’halvot anezhan deuz an hano a Jesus. Hennez a vezo bras ; galvet e vezo Mab an Hini a zo dreist peb tra ; an Aotrou Doue a roio d’ezhan tron David he dad ; ren a reio da virviken e ti Jacob, var an holl dud a feiz evel bugale Jacob, hag he ren n’hen dezo termen ebed. »
Neuze Mari a lavaras d’an eal : « Penaoz e vezo great an dra-ze ? Rag me a vev e guerc’hez. »
An eal a respoutas dezhi : « Ar Spered-Santel a ziskenno varnhoc’h ha galloud an Hini a zo dreist peb tra a c’holoio ac’hanoc’h deuz he skeud. Evel m’hen deuz furmet corf Adam gant douar, Doue a furmo ennoc’h corf ho Mab gant ho coad purra. Dre ze, an Hini Santel a lakeot er bed a vezo hanvet Mab Doue, abalamour m’her bezo e guirionez. Setu ho cares Elisabeth he deus ive concevet eur mab en he c’hozni ; hag ar miz-man eo ar c’huec’hvet evit an hini a ioa hanvet difrouez ; rag n’eus netra dreist galloud Doue. An hini hen deus lakeat da zougen ar vaouez coz ha difrouezus a c’hell ive ho lakaat da veza mamm evidoc’h da jom guerc’hez. »
Neuze Mari a lavaras : « Setu ama servicherez Doue ; ra vezo great d’in hervez ho ker. » Hag an eal a ieas kuit diouthi. Er memez amzer oa eil ferson deuz an Dreinded a en em c’hreas den etre daou goztez benniget ar Verc’hez Vari. [1]
- ↑ Fillion, in Luc, I, 38.