Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TREDE PENNAD
An Arc’hel Gabriel a lavar d’ar Verc’hez ez eo dibabet
evit beza mamm da Zoue (S. Lucas, I, 26-38)
evit beza mamm da Zoue (S. Lucas, I, 26-38)
————
Er c’huec’hvet miz goude Conception Iann-Vadezour,
an eal Gabriel a oue casset gant
Doue en eur gear deuz ar Galilee, hanvet
Nazareth, da gaout eur verc’hez a ioa dimezet
da un den deuz ouenn David, hanvet Joseph,
hag hano ar verc’hez a ioa Mari.
An eal, o veza eat el leac’h ma edo, a lavaras : « Me ho salud, leun a c’hras ; an Aotrou ’ zo ganehoc’h ; benniget oc’h dreist ar gragez. » O clevet ar c’homzou-ze, Mari a oue trubuillet gantho, hag e claske en he spered petra ’ c’helle beza ar zalud-se.
An eal a lavaras d’ezhi : « Ne gemerit ket