Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

c’hinivelez : rag bras e vezo dirag an Aotrou ; ne efo ket guin na netra ebed a c’hell mesvi ; carget e vezo deuz ar Spered-Santel azaleg corf he vamm ; distrei a reio calz deuz bugale Israel varzu an Aotrou ho Doue ; he-unan e valeo dirag Doue gant spered ha galloud ar prophet Elias evit digass er mibien calon an tadou hag ho feiz, distrei an dud difeiz da furnez an dud just ha pourchass d’an Aotrou eur bobl direbech. »

Zacharias a lavaras d’an eal : « penaoz e velin an dra-ze ? Rag me a zo coz ha va fried a zo eat var an oad. »

An eal a lavaras d’ezhan : « Me eo Gabriel a en em zalc’h dirag Doue, ha casset oun evit comz ouzid ha digass d’id ar c’helou mad-ze. Ha setu e vezi mut ha ne c’helli ket prezeg beteg an deiz ma tigouezo an traou-ze, abalamour n’e peus ket credet em c’homzou a vezo sevenet en ho amzer. »

Ar bobl a c’hortoze Zacharias hag a ioa souezet ma talee en templ. Pa deuaz er meaz, ne c’helle ket comz outho, hag ec’h anavezjont hen doa guelet eun dra bennag en templ. Hen a rea sinou d’ezho, hag e chomas mut.

P’han doa great amzer he garg, e tistroas d’ar gear.

Hogen, goude an deveziou-ze, Elisabeth, he bried, a goncevas hag e chome cuzet epad pemp miz en eur lavaret : « Setu aze petra hen deus great evidon an Aotrou, en deveziou m’han deus sellet ouzin evit tenna divarnon va dishenor dirag an dud, abalamour n’em oa ket a vugale.


————