(S. Lucas I, 5-25)
E amzer Herodes, roue ar Judee, ez oue eur
beleg hanvet Zacharias, euz rumm Abia : hag
he bried, euz ouenn Aaron, a ioa hanvet
Elisabeth. Just oant ho daou dirag Doue ha
bale ' reant direbech e holl gourc’hemennou
ha lezennou an Aotrou. N’ho doa ket a vugale
abalamour Elisabeth a ioa difrouezus ha
ma ’z oant eat ho daou var an oad.
Hogen, epad m’edo Zacharias, deut tro he rumm, oc’h ober he garg a veleg dirag Doue, e c’hoarvezas, hervez giz ar veleien, ma oue galvet gant ar zort da vont e diabarz an templ evit kinnig an ezans. Hag holl foul ar bobl a ioa er meaz da vare an ezans. [1]
Hogen, eal an Aotrou a en em ziscuezas d’ezhan, en he za en tu deou da aoter an ezans. Zacharias a oue trubuillet o velet anezhan, ha spont a gouezas varnhan. Mes an eal a lavaras d’ezhan : « Na gemer ket aon, Zacharias, rag da beden a zo silaouet ; ha da bried Elisabeth a c’hano d’id eur mab hag e c’halvi anezhan deuz an hano a Iann. El levenez e vezi, hag en estlam ; ha calz a gemero laouenedigez en he
- ↑ Ar veleien a denne ar zort evit gouzont petra hen dije peb hini da ober en templ. Zacharias a ioa digouezet ganthan beza carget da zevi an ezans, dioc’h ar mintin ha dioc’h ar pardaez, dirag aoter ar c’houez-vad (Fillon).