Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Er bed edo dre he oberou hag he c’hrassou, hag ar bed a zo bet great ganthan, hag ar bed n’hen deus ket he anavezet.

Deut eo en he dra, hag he re n’ho deus ket he zigemeret. Mes da gement hini hen deus digemeret anezhan hen deus roet ar c’halloud da veza great bugel Doue, da gement hini a gred en he hano ha n’eo ket ganet nag euz ar goad, nag euz ioul ar c’hig, nag euz c’hoant an den, mes euz Doue, p’han deus roet d’ezhan buez ar c’hras.

Hag ar Verb a zo en em c’hreat den o kemeret eur c’horf hag eun ene hag eo bet chomet en hon touez. Guelet hon deus he c’hloar, he c’hloar evel Mab unic an Tad, leun a c’hras hag a virionez.

Iann a ro testeni divar he benn, hag a lavar a vouez huel : « Setu an hini a lavaren anezhan : an hini a dle dont var va lerc’h a zo bet lakeat huelloc’h egedon, abalamour m’edo em raog. »

Holl hon deus bet euz he binvidigez, ha gras evit gras. Rag al lezen goz, eur c’hras evithi da veza dibarfet [1], a zo bet roet dre zaouarn Moyses ; al lezen nevez, ar c’hras hag ar virionez parfet a zo deut dre Jesus-Christ. Moyses, na den ebed n’hen deuz guelet Doue ; ar Mab unic, a zo e creiz an Tad, hen deus he roet da anaout.


————
  1. S. Iann Chrysostom, ap. Fillion, in Jo. I, 16.