Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


KENTA LODEN
Ginivelez Hor Zalver, he vugaleach hag he yaouankiz
————


KENTA PENNAD
Mab Doue pe ar Verb (S. Iann, I, l-18)
————


Er penn-kenta edo ar Verb, ar Mab, hanvet ar Verb pe ar Gomz abalamour ma c’han euz an Tad e giz ar Gomz a c’han euz ar Spered, hag ar Verb a ioa gant Doue, hag ar Verb a ioa Doue. Er penn-kenta edo gant Doue.

Peb tra a zo bet great ganthan ; ha netra deuz ar pez a zo great n'eo great ebdhan.

Ennhan edo ar vuez, beza eo ar vuez guirion ha mammen an holl bueziou, hag ar vuez a ioa sclerijen an dud o rei d'ezho buez ar feiz hag ar c'hras [1]. Hag ar sclerijen a lui en denvalijen, etouez an dud dallet gant ar pec’hed, hag an denvalijen n'hen deus ket he digemeret.

Beza oue eun den digasset gant Doue, hanvet Iann Vadezour. Dont a reas evel test, da rei testeni d'ar sclerijen, evit ma teuje an holl da gredi dreizhan. N'oa ket he-unan ar sclerijen, mes dont a reas evit rei testeni d'ar sclerijen.

Mab Doue oa ar guir sclerijen a sclera kement hini a deu er bed-man.

  1. An den a zo evel eun hanav caër a zo bet great gant Doue evit beza carget gant ar sclerijen divin-ze (S. Cyrill).