Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Mari a ia da velet Elisabeth. — Ar Magnificat
(S. Lucas, I, 39-56)
————


Mari a zavas en deveziou-ze hag a ieas trumm etrezeg ar meneziou, en eur gear deuz Juda, hag o veza eat e ti Zacharias, e saludas Blisabeth.

Kerkent ma clevas Elisabeth salud Mari, he c’hrouadur a dridas en he c’hreiz : hi a oue carget deuz ar Spered-Santel, hag o taoler eur griaden vras, e lavaras : « C’houi a zo benniget dreist ar gragez, ha benniget frouez ho corf. Hag euz a beleac’h e teu d’in-me an eur ma plij gant mamm va Aotrou dont davedon ? Rag kerkent m’eo bet scoet va diouscouarn gant ho mouez ouz va zaludi, va