Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

er plas diveza, evit ma lavaro d’id, pa deuio, an hini hen deus pedet ac’hanot : « Mignon, sao hueloc’h. » Neuze e pezo enor dirag an dud a zreb ganez. Rag an neb a en em huela a vezo izeleet, hag an neb a en em izelaa a vezo hueleet. »


3 — Ar garantez evit an nessa

Lavaret a rea ive d’an hini hen doa pedet anezhan : « Pa res eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidig, gant aon n’as pedfent d’ho zro, hag es pefe da zigoll. Mes pa res eur pred, galv an dud paour, clanvidig, camm ha dall, hag e vezi eürus abalamour n’ho deus netra da rei d’id : rag paet e vezi da resurrection ar re just. » [1]


4 — Parabolen an dud pedet da eur goan vras

Unan deuz an dud a ioa ouz taol, o veza clevet ar c’homzou-ze, a lavaras d’ezhan : « Eürus an hini hen dezo perz er banked e rouantelez Doue ! » Mes Jesus a lavaras d’ezhan : « Eun den bennag a reas eur goan vras hag a bedas calz tud. Da heur ar pred, e cassas he jervicher da lavaret d’an dud a ioa pedet dont, abalamour peb tra a ioa prest. Mes an holl a en em lakeas a-unan da zigarezi. Ar c’henta a lavaras dezhan : « Eun tiegez am eus prenet ; red eo d’in mont d’he velet : me da bed, digemer va diga-

  1. Ar gristenien, pa reont eur banked, a ro he lod d’ar paour evit senti ouz an ali-ze.