Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

rez. » Eun a all a lavaras : « Pemp coublad ejenned am eus prenet, hag ez an d’ho essaat : me da bed, degemer va digarez. » Eun all a lavaras : « Eur vaouez am eus kemeret, ha setu perag ne c’hellan ket mont. »

Ar servicher a zistroas hag a gemennas an traou-ze d’he vestr. Neuze an ozac’h, droug ennhan, a lavaras d’ar servicher : « Kea buhan var blassennou ha ruiou kear ha digass aman an dud paour, clanvidig, dall ha camm. » Hag ar servicher a lavaras : « Aotrou, great eo evel m’ho peus gourc’hemennet, ha plas a jom c’hoaz. » Hag an Aotrou a lavaras d’ar servicher : « Kea var an henchou hag hed ar girzier ha gra d’ezho antreal evit ma vezo carget va zi. Mes, me ’ lavar d’ehoc’h, nicun deuz ar re a zo pedet ne danvo va banked. » An doctored hag ar Pharisianed, tud eürus war an douar, n’eo ket falvezet gantho mont en Iliz. Neuze Mab Doue a gass an ebestel varzu an dud dister hag ar baïaned a zo pell diouthan var henchou ar bed, hag an ebestel, gant he c’hras, a ra d’ezho mont en Iliz. [1]


————
  1. Fillion, in Luc. XIV, 21-23.