Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVET PENNAD
Ar pez a reas hag a lavaras Hor Zalver e ti eur Pharisian
(S. Lucas, XIV, 1-24)
————


1 — Pareans eun den clanv gant ar c’hoenv

Eun deiz Sabbat, Jesus a ieas e ti unan deuz pennou bras ar Pharisianed evit kemeret he bred, hag e spiet anezhan. Ha setu eun den clanv gant ar c’hoenv a en em gave dirazhan. Jesus a lavaras da zoctored al lezen ha d’ar Pharisianed : « Hag urz a zo da barea d’ar Sabbat ? » Mes hi a jomas sioul. Ha Jesus, o veza croget en den-ze, he bareas hag he gassas kuit. Goudeze e lavaras dezho : « Piou ac’hanoc’h, ma couez he ejen pe he azen en eur puns, ne denno ket anezhan er meaz, memez da zeiz Sabbat ? » Ne gavent respont ebed d’ezhan var an dra-ze.


2 — Ar c’henta hag an diveza plas

O veza evesseat penaoz an dud a ioa pedet a gemere ar plassou kenta, e lavaras d’ezho eur barabolen. Setu ama he gomzou : « Pa vezi pedet da eun eured, na gemer ket ar plas kenta, gant aon ne ve, etouez ar re a zo pedet, eun den da veza enoret muioc’h egedot, ha ne deufe an hini hen deus ho pedet an eil hag egile da lavaret d’id : « Ro da blas da heman. » Neuze e ranki ruzia ha mont er plas diveza. Mes pa vezi pedet, kea da en em lakaat