Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

kuit an diaoulou hag e ran pareou hirio ha varc’hoaz, ha d’an trede deiz ec’h echuan va buez. Goulzgoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoaz hag en deiz varlerc’h, rag n’eo ket deread e varfe eur prophet er meaz euz Jerusalem.

» Jerusalem, Jerusalem, te a laz ar bropheted hag a labez ar re a zo casset davedot, ped guech em eus c’hoanteat destum da vugale, evel al labous a zestum he dorrad dindan he ziouaskel, ha n’eo ket falvezet ganez ! Setu ho ti, ho templ, a jomo goullou. Me a lavar d’ehoc’h, n’am guelot mui beteg ar mare ma lavarot : benniget ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou ! »


————