Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIZVET PENNAD
Jesus a bare eur vaouez daou-bleget. An or stris. Dismantr Jerusalem
(S. Lucas, XIII, 10-17 ; ibid., 22-35).
————


Hogen, Jesus a gelenne en ho zynagog da zeiziou ar Sabbat. Eur vaouez a en em gave eno hag he devoa eur spered a zempladurez abaoue trivac’h vloaz : pleget holl oa ha ne c’helle tamm ebed sellet en neac’h. Pa velas anezhi, Jesus he galvas d’he gaout hag a lavaras d’ezhi : « Maouez, dilivret out euz da zempladurez. » Hag e lakeas he zaouarn varnhi, ha dioc’htu he c’hein a eünas, hag e veule Doue.

Penn ar Synagog, droug ennhan abalamour Jesus hen doa roet ar pare d’ar Sabbat, lavare d’ar bobl : « C’huec’h devez a zo e pere e ranker labourat ; deuit eta en deveziou-ze evit beza pareet, ha n’e ket da zeiz ar Sabbat. »

Evit respont da hennez an Aotrou a lavaras : « Hypocrited, daoust ha peb hini ac’hanoc’h ne denn ket euz ar c’hraou he ejen pe he azen da zeiz ar Sabbat evit he gass d’an dour ? Ha merc’h-man Abraham, a ioa staget gant Satan abaoue trivac’h vloaz, daoust ha n’oa ket red he zenna deuz al liamm-ze, memez da zeiz Sabbat ? »

Epad ma comze evelse, he enebourien a ruzie, mes ar bobl holl a gemere laouenedigez var an holl draou glorius a veze great ganthan.