Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —


8 — Divarbenn ar binijen

D’ar mare-ze ez oa tud eno hag a roe kelou da Jesus divarbenn ar Galileaned a ioa bet mesket ho goad, dre urz Pilat, gant goad ho zacrifissou. Respont a reas d’ezho : « Credi a rit-hu ez oa ar Galileaned-se brassoc’h pec’herien eged ar Galileaned all, abalamour m’ho deus bet da c’houzanv evelse ? Nann, a lavaran d’ehoc’h ; mes, ma ne rit ket pinijen, e varvot holl en hevelep doare. Er memez tra, an trivac’h-se, a gouezas varnho tour Siloe, hag a oue lazet, credi a rit-hu ez oa brassoc’h ho dle eged hini an holl dud all a jom e Jerusalem ? Nann, a lavaran d’ehoc’h ; mes, ma ne rit ket pinijen e varvot holl en hevelep doare, pa vezo dismantret ho pro.[1]

Hag e lavare ar barabolen-man : « Eun den hen doa eur vezen fiez plantet en he viniec, hag e teuas da glask frouez ennhi, ha ne gavas ket. Lavaret a reas da labourer ar viniec : « Setu tri bloaz ma teuan da glask frouez er vezen fiez-man, ha ne gavan ket. Troc’h eta anezhi : evit petra coll douar ganthi ? »

Mes hen a respontas d’ezhan : « Lezit anezhi er bla-man c’hoaz, hag ac’han di me a gleuzo tro var dro d’ezhi hag a lakeio teil. Martreze e tougo frouez : ma ne ra ket, e troc’hot anezhi. » Ar vezen fiez-se eo pobl Israel. Abaoue pell amzer Doue a c’hortoz anezhan da zougen frouez a zilvidigez. Ma ne zistro ket divar he vuez didalvez, e vezo discaret.


————
  1. Fillion, in Luc XIII, 3.