Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —

mes an droulans. Rag hiviziken, en eun ti a bemp den, tri a en em zisunano a eneb daou, ha daou a eneb tri ; disunanet e vezo an tad a eneb ar mab hag ar mab a eneb an tad, ar vamm a eneb ar verc’h hag ar verc’h a eneb ar vamm ; ar vamm-gaër a eneb ar verc’h-caër hag ar verc’h-caër a eneb ar vamm-gaër. »


7 — Divarbenn sinou an amzer

Lavaret a rea ive d’ar foul : « Pa velit eur goumoulen o sevel er c’huz-heol, e lavarit dioc’htu : « Erru ar glao », hag ec’h erru. Pa glevit an avel o c’houeza euz ar c’hreiz-deiz, e lavarit : « Tomm e vezo », hag e vez. Hypocrited, gouzout a rit dioc’h doare an env hag an douar : penaoz ta ne anavezit ket an amzer-vreman, ne zonjit ket, pa velit va burzudou, ez eo deut ar Messias ?

» Ha perag n’ho peus ket ar skiant da varn hoc’h-unan ar pez a zo just ? Perag e silaouit ho mistri, ar Pharisianed hag an doctored, ha ne rit ket ar peoc’h ganen keit ha ma choman ganehoc’h er bed ? Pa ’z ees gant da enebour da gaout penn kear, laka da boan, epad an hent, da en em ziluia diouthan oc’h en em glevet ganthan, gant aon ne gassfe ac’hanot dirag ar barner, hag ar barner n’as lakafe etre daouarn ar bourreo, hag ar bourreo n’as taolfe er prison. Me a lavar d’id : ne d-i ket ac’hano beteg m’as pezo roet an diveza liard. »